Kemmadurioù

N’oc’h ket hep gouzout mac’hat e servijer gwellañ jug karotez zo ba tavarn Gwilhom an Ostiz, letier, keginer, gwasker legumaj, ha forban ivez pa c’hoarvez d’ar peuriñ bezañ treut gantañ. Emañ e ostaleri sac’het etre ribl an hent bras ha glann ar rinier ledan, un tu bennak war ar maez. Ur mignon kozh dimp eo Gwilhom an Ostiz ha pa ’memp d’ober tremen dre eno ’memp plijadur oc’h ober un tamm ared en e siklud teñval ha lous. Un devezh neuze, en ur retorn deus unan deus hom beajoù, ’mamp pozet hom revrioù war ur bank deus tavarn Gwilhom, savet sec’hed dimp. Diouzhtu ec’h arrias bannac’hoù jug karotez dirakomp, unan evit Tiffany hag unan eviton. Ur serr-lagad dimp, evel evit lavaret « Brav ar bed ganac’h, tudoù ? », ha distroet Gwilhom en tu all d’ar plankennoù koad tachet fall oc’h ober kontouar gantañ, ha torchañ gwer gant un tamm pilhoustenn ’da torchet ustoc’h evit gwer, mac’hat, deus gwelet he liv. Evel ac’h intentit, n’eo ket klakenn ar paotr – ne lavarin ket ’mez diaezamant gant se. Me ’ma c’hoant d’ober ul lonkadenn hep gortoz hiroc’h, brav-kaer hom gwerennajoù, gant perisilh ha bruzunadurioù kraoñ-pin war an evaj, mar plij, ’met e felle da’m gwreg mont un tu bennaket, gant respet dac’h, a-raok tañva keusteurenn hom mignon. Ha hi kenkent etrenek dor an toull distro, difennet sec’h ha glas din komañs hepi. Ha me neuze da sellet deus ar pratikoù all, kement ha diverraat ma amzer ; hir plegadennoù Tiffany peurvuiañ. Humened tout ba an ostaleri, tamm Troll all ebet. Beajourien en o-unan oc’h ober un harp evit an noz, koñversañted disfizius o selloù o kas o marc’hadourezh deus ur foar d’eben, soudarded o patrouilhiñ ba ar sekteur, evit surentez an annezidi, sañset… Fidambie, ar re-se, dek anezhe pe evel-se, armet-mat hag arri tomm ar soubenn dezhe, ne roent peoc’h ebet deus o genoùioù. Ha klakenniñ ac’hann, ha dirollañ da c’hoarzhin aleshont, hag evañ, ha kanañ. Feiz, ’meus aon ’dije bet c’hoant ar reoù all da serriñ o begoù dezhe, met hini ebet anezhe, evel-just, ’na kredet ober un tamm kroz d’ar santier trouzus. Ah, achu hec’h afer gant Tiffany, deuet-hi e-maez ar privezioù erfin. Met evit distreiñ betek din ’da d’ober tremen e-kichen ar soudarded dirollet. Unan anezhe, ur serjant-major ma ’mez soñj mat, ’na gwelet anezhi o tremen ha neuze ’na lavaret : « Foei ! Ba an ostaleri-mañ ’deus droed an trolled d’antren ? » Ha Tiffany oc’h aretiñ mik hag o chom pik, ha goude tostaat d’ar paotr betek touch e fri gant he fri (plegañ un tamm ’da renket ober) : « “An Drolled” an hini zo da lavaret, emezi. Nim zo tud kement ha c’hwi, Humen. » Ha dont d’azezañ e-kichen he den – me neuze, kwida. Trinkañ, ’mamp ket bet amzer d’ober ma savas mouezh ar serjant-major adarre. « Ober tud gant ar sort-se ? Foei ! Ec’h ! Fae ganin !… Eh, petra ec’h eo ar machinoù-mañ ? » ’na goullet gant unan deus e soudarded. « An trolled, laouen, » eme egile. « Daon ya ’hat, emezañ, ha n’eo ket loened gouez a lavaro dimp penaos kaozeal rez. An trolled, an trolled, an t‑t‑t‑trolled ! » (Ma, tañpir evit ar peoc’h hag ar sioulder.) Krog Gwilhom da lakat ar gwer hag ar boutailhajoù ba gwasked ur pres derv mat. « An trolled, ’na derc’het egile da satouilhat, ’meus klevet lavaret ec’h eo lous o lochoù gwashoc’h evit kraou ar moc’h. N’on ket bet oc’h amprouiñ pe ec’h eo gwir pe n’eo ket, na foeltr biken n’in. Kas ma revr betek bro an trolled ec’h eo diwezhañ tra a fellje din ober. » (Feiz ’hat, diwezhañ tra a fellje dimp gwelet ec’h eo Humened ar sort-se oc’h arriet du-mañ.) « Pegen vil an trolled, » eme unan all, kement hag ober e savantenn un tamm ivez. « Viloc’h evit touseged muturniet, gant o daoulagad melen pikouzet, o divrec’h keit hag o divhar, ha pezhioù porbolennoù a-hed o izili tout. » Tiffany ha me, krog d’evañ hom bannac’hoù d’an diwezh, a selaoue anezhe o taolenniñ ac’hanomp ken kaer ha ken just en ur c’hoarzhin. Sell aze ambreilhoned ha ’deaint tamm ide ebet ’ba peseurt kudenn ’deaint degaset o frioù. Hag i dirollet-lipr da neuze : « An trolled marv eo an trolled mat ’merte, sur ha n’eo ket marteze. – Un troll, ur bir ! – Ha me, na pa rojed un teñzor din, kammed n’ajen gant un troll feumeulenn. Ober he jeu d’unan anezhe a renk bezañ ur gwall afer, ’meus aon. » (E, paotr, sur out n’eo ket ur fañtasm dit kentoc’h ?) « An trollezed zo c’hwezh an damped hag an dision gant o moudenn ! » (Gwir ’hat. Ma n’oc’h ket sot gant se zo tud all ha zo bepred.) « O moudenn, ne servija ket alies n’eus forzh penaos, kar an trolled mal ec’h eo febl o lost ; kogoù-sukr tout ! – Ha laosk int war ar marc’had, ne lavaront mann ebet pa insulter o gwreg… » (O, o, o. War-nes trenkañ emañ an traoù… Dislonkit flemmadennoù d’an trollezed ar pezh ’peus c’hoant d’ober, met den all ebet ustoc’h evite ’neus droed da reiñ gwall anvioù d’o den.) Savet Tiffany en un taol. Sellet ’na ar soudarded dionti o tostaat, fent gante c’hoazh marteze met deuet glas minc’hoarzh darn anezhe ha pozet o dorn war o armoù betegouzout. Evit ar serjant-major ’hat, c’hwezhet e jave, goapaus e fas, ne spontas ket. En gwirionez ’nije ket bet amzer d’ober kalz tra, na da spontañ, na da soñjal ba finvezhioù diwezhañ mab-den, na da lavaret chou d’ar yer, na mann ebet. En ur momed ’da skoet Tiffany daou deus he bizied war-raok ha toullet gante kroc’hen gouzoug ar paotr. Ha kammañ anezhe en diabarzh ha tennañ anezhe er-maez goude, ken prim all. D’ar penn kentañ ’ma ket gwelet mat ar pezh ’na paket he bizied, gant tout ar gwad o flistrañ, met deus ar flistradennoù-gwad-se justamant e soñj din ’da diframmet karotidenn ar serjant-major, ha tammoù deus an treuz-gouzoug mac’hat, gant drailhennoù bouzellenn-ruz ivez marteze. Feiz, diaes eo bezañ sur met ingal eo. Ar soudarded all a chome imobiet, stonket, digor o genoù gante war c’hwec’h eur hanter. Divatorelliñ ’deaint graet memes tra gant trouz ar serjant-major o kouezhal war an douar e-kreiz ur poullad gwad. Hag i, pennfollet, da stagañ da redek un tamm partout, Tiffany war o lerc’h. Klianted all an ostaleri a selle dionte tout, etre sabatur ha c’hoarzh. Prest goude ’da gallet Tiffany kregiñ ba kolier ur soudard met hemañ mac’hat a felle dezhañ chom en un tamm, neuze e cheñchas stumm en un taol. Dispareset ar paotr, hag ar soudarded all ivez war ar memes tro. Me ’ma ket gwelet diouzhtu petra ’deaint graet, met Tiffany ec’h eo lemmoc’h he spered evit ma hini ’hat ; disparesiñ ’da graet kenkent ivez. Biskoazh ! Ur pennad goude ’ma komprenet, pa ’ma gwelet ur pezh kevnidenn blevek ha du war an douar ur metrad bennak diouin. Neuze ’ma savet ma fri : ma ’da kemeret Tiffany stumm ar pezh kevnidenn-se ec’h eo peogwir ’deaint kemeret ar soudarded stummioù kelien mac’hat. Feiz ya, spurmantet ’ma pelloc’h ur stropad kelien-kaoc’h o fraoñval a-us da asiedad ur beajour all hag a heje en aner e izili krec’h abalamour da argas anezhe. Krog Tiffany da sevel gant troad taol ar beajour. Ha goude-se, ur wech arriet e krec’h, kas hec’h eizh pav war-raok, an eil war-lerc’h egile, dousik-dousik, tostaat war he nañv, koachet e-mesk ar stalad traoù pozet eno. Ha d’ar mare diwezhañ, lampat evel ul luc’hedenn ha plantañ krochedoù ar marv ba korf unan deus an amprevaned-nij. Gant ar souezhadenn e retornas ar paotr-keliedenn d’e stumm den, met dija ’na treantet ar bulum e holl organoù diabarzh, ha krog ar re-se da fontañ. Se zo kaoz ’mamp gwelet, dirak fri ar beajour estonet, just war e asied, ur soudard o fontañ, o tanoaat, o koazhañ, ha jug drol e liv o sortial diontañ hag o takenniñ betek an douar, ken ne chomas ket d’ar fin ’met dilhad hag eskern, ha tammoù kroc’hen dispennet. Sell aze ur pred a-feson d’hom beajour, ha chaous sof-kont war ar marc’had. Peadra ’meus aon da lakat an dourenn ba genoùioù ar soudarded-kelien ivez, met kavet ’deaint gwelloc’h tec’het kuit ha profitet ’deaint deus dor an ostaleri digoret gant ur pratik oc’h arriet evit karzhañ er-maez, en ur cheñch stumm adarre : un nijad kolvini en em sklabezas ba ar porzh dirak ti hom mignon Gwilhom. Neuze ne chomas ket Tiffany etre daou soñj : kemer stumm ur sparfell ha mont er-maez war o lerc’h, met hi bud ar prenestr serr. Ar bagad kolvini, pa ’deaint gwelet anezhi o frammañ warne e-mesk ur bern skolpoù gwer brizilhonet o strinkañ, ’deaint esaet kemer hed o divaskell, met prestik ’da paket Tiffany unan anezhe etre he skilfoù. Ha me ha pratikoù all da sortial ba ar porzh ivez da sellet dionti o poz war skourr uhelañ ur faouenn hag o komañs debriñ an evn preizhet. Blaz fall ’na hemañ mac’hat, kar n’eas ket en tu all d’ur begad bennaket. Diskregiñ diontañ ’da graet neuze ha hemañ da risklañ betek an douar, skoet ha hejet gant ar brankoù war e hent. Pa’c’h arrias en traoñ ’na adkavet e stumm den ivez, distaget flibennoù mat a lêr diontañ, torret-vil e izili ha gwaeget-horrol e fri. Debret-tout kilpenn ar paotr ken ec’h apresevemp e empenn o sortial. Feiz, flamm-flimmin e seblante bezañ, posupl eo ’na ket servijet kalz dezhañ. Achu ar chase ? Tamm ebet ! Lampet ’da Tiffany diwar he gwezenn dija, astennet he divaskell ganti, war-lerc’h an evned bihan all. Met ar re-se evel-just ’deaint ket gortozet anezhi ha klask anezhe ’da renket Tiffany ober. Pas pell ’hat. Kuzhañ deus daoulagad ur sparfell n’eo ket ul lein debret, na n’eo. Prestik ’da-hi kavet anezhe : stumm greunennoù ed ’deaint kemeret, e-sell da chom hep bezañ diskoachet ganti e-mesk ar poultr hag ar mein bihan. C’hwitet war ho taol, paotred, arri Tiffany en ho kichen, troet en yar. Pigellat anezhe a faote dezhi ober ’meus aon. Ha me d’ober sin dezhi d’aretiñ, en ur c’hoari evel ma ’mije ezhomm da chetañ evit degas da soñj dezhi pegen blazet fall ’da kavet egile en e stumm evn. Ar greunennoù ed-se ? Korbonet-tout mac’hat ! Hi neuze ’da graet ur serr-lagad din ha cheñchet stumm adarre ha kemeret stumm ur min-milin. Ha treiñ warni he-unan, ha tremen war ar greunennoù, ha frikañ anezhe abalamour d’ober bleud dionte. Fidambie, me ’mije ket debret deus ar bara graet gant ar bleud-se bepred. Memes tra ’mije kavet fentus gwelet ar soudarded o retorn d’o stumm den – ’meus ket gwelet bleud-tud gwech ebet, ha c’hwi ? –, met maluruzamant ’deaint ket graet. Unan deus ar greunennoù ’hat, unan deus ar soudarded kwida, digourdioc’h evit ar reoù all mac’hat, ’na tapet mont pelloc’h ha ’na gallet chom hep tremen dindan Tiffany. An hini diwezhañ dionte tout neuze, ne chome ket ’mertañ diwar an dek. Ha cheñch soñj ’na graet hemañ da neuze : en aner ’na esaet tec’het kuit, bremañ ’na divizet esa reiñ bizaj d’ar chaseerez fuc’het. Ha neuze ’mamp gwelet an tamm greunenn o c’hwezhañ, o kreskiñ, oc’h aloubiñ ar porzh hag oc’h astenn pavioù skilfek, askelloù kroc’henet hag ul lost skantek. Bremañ e save gouzoug un aerouant spontus dirakomp (feiz, spontus evit ar reoù zo spontik), ur gouzoug hir-hir dezhañ betek ur geol dantek ma strinke teodoù tan diontañ, asambles gant krozadennoù spouronus. D’an ampoent e redas an holl arvesterien kuit, ’merton evel-just. Petra ’da graet Tiffany neuze ? Treiñ en stumm ul loen brasoc’h c’hoazh ? Daon, n’och ket ganti ’hat. En eneb ec’h eo dibezhiañ ’da graet, munudañ, bruzunañ, betek treiñ en ur bern tammoù bihan-bihan, deuet pavioù dezhe ivez ha krog da fistouilhat evel un neizhiad amprevaned. A, taol ar merien ! Gwech ha gwech all ec’h a Tiffany en he stumm merien d’ober un tamm tro en em bragoù, betek beg ma… Añfin, un devezh all e lavarin se dac’h. Krog tout ar merien-se bepred da redek dre-holl ba porzh an ostaleri ha da nesaat tamm-ha-tamm d’an aerouant, ha hemañ, pennfollet, da laosken dislonkadennoù tan warne. Mac’hat ’na devet unan bennaket deus al loened bihan met ar muiañ-niver dionte ’na gallet krapat war e izili traoñ, hag uheloc’h c’hoazh, a-hed ar gouzoug divuzur betek penn al loen ifern. Arri merien-tout an aerouant, kaer ’na c’hwistañ hag en em ruilhal war an douar. Graet da stal ganit, paotr kaezh, ’ma soñjet. Kar ar merien, feiz, ac’h antree bremañ bu tout digoroù an euzhvil : genoù, fronelloù, skouarnioù, fraezh, kan-troazh, kement toull zo tout. Kaeroc’h zo ’ma gwelet merienennoù hardioc’h c’hoazh o’n em silañ dindan malvennoù al loen. Tomm an diabarzh diontañ mac’hat ha krazet un toullad merien all adarre, met bev-mat ar reoù all. Kat eo ar sort-se d’anduriñ gor ha tommder aezet, hag e-skeud-se ’na komañset miliajoù a javedoù munut da labourat, da sizhailhañ ar glaourgennoù, da fontañ ar bouzelloù hag ar skevent, d’ober yod gant an empenn ha toaz gant ar stomog, an avu, ar felc’h, al lounezhi, an ilgreiz, ar sac’h bestl, ar skoedenn, ar gouzerc’hvel, ar c’hwezigell, ar gourwragrennoù tanijennel. Gortoz ur pennad brav ’ma renket ober bepred kar kement-se tout ’na roet streuvell da’m gwreg, sur, met gwelet ’ma korf al loen bras o koazhañ tamm-ha-tamm, e-ser paouez da fiñval tamm-ha-tamm ivez. Gant bramm diwezhañ ar paotr-aerouant e flistras ur pakad merien diontañ hag ar reoù all a sortias trankil ha brav just goude, e-mesk ar gwad hag ar yod-kig. Bremañ ne chome ket dezhe d’ober ’met krapat an eil war eben, ober ur bern uhel betek mont da eilfurmiñ korf ma muiañ-karet en he sav. « Fou, emezi, n’on ket droukkontant oc’h adkavout ma stumm koantenn ’hat. » Ha nim hom-daou d’antren ba an ti evit goull gant Gwilhom pegement ’mamp da reiñ dezhañ evel digoll deus ar gaou graet d’e ostaleri. Feiz, evel kustum, ker a-walc’h dimp hom bannac’hoù jug karotez kwida.

Reol skrivañ : nompas ober gant stummioù kemmet ar gerioù. N’eus kemmadur penn-ger ebet en danevell (’met ur wech evel-just : « an Drolled »). Ar c’hemmadurioù diabarzh ha/pe « sonnet » (evel diverraat, bepred…) a oa aotreet.

Riwal Georgelin, miz Kerdu 2025, CC-BY-NC-ND