trepasoù beton Nerin — pevar zo — n’eo ket me Nerin — neonoù melen tarchadennoù war ar mogerioù — ma zroiad diwezhañ herie — pevar drepas — ma selljes dionte deus krec’h e weljes ec’h eont d’ober ur c’harrez ur c’harrez gant e bevar gostez — gwel a rez — un tamm baleadenn evit ar brizonidi peadra da dic’hourdañ hom divhar kwida vad a ra — n’eo ket me ’meus lazhet anezhañ Nerin — trouz tan mesk moged ba an uzin an deiz-se soñj ’teus — ar c’harrez pa’c’h arri an nen ba penn ar bevaret trepas en em gav ba an trepas kentañ en-dro — komod eo n’eo ket gall a rez ober meur a dro — dic’hourdañ da divhar kwida — vad a ra sur n’eo ket bras hom c’helloù — vad a ra kerzhet dic’hourdañ ma divhar — petra a refont diouin gouzout a ran petra a refont gouzout a oaran Nerin — n’eo ket me koulskoude — un nor ba pep korn deus karrez an trepasoù ur prenestr ba pep dor ur vizaj ba pep prenestr — gwarded evel-just — selloù paret warnon n’eus forzh pelec’h e vefen ba an trepasoù — ’meump ket droed d’ober n’eus forzh petra evel-just na redek nag aretiñ na mann ebet Nerin evel-just — ur valeadenn pep prizoniad d’e dro pas asambles — ’neuint ket droed ar brizonidi da gaozeal etreze ’neuint ket droed da’n em welet zo kaeroc’h — pep hini d’e dro — treiñ ba ur c’harrez fentus eo ne gav ket dit — Nerin — ma zroiad diwezhañ bremañ bremañ-souden ma setañs — me ’meus graet a gav dit — tremen a ran dirak ur c’horn un nor ur prenestr ur vizaj — sell a ran deus ar beton ar skeudoù melen — n’eus ket droed da redek d’aretiñ da gaozeal da c’hwistellat da sellet dionte — a-hend-all bzzzt — pet tro ’meus graet n’onn ket ’meus ket kontet — ’meus ket kontet — dek zo d’ober — dek — pet d’ober c’hoazh lavar din — me ’meus lazhet anezhañ — trouz tan mesk moged tennoù guchadennoù leuiasenn an deiz-se Nerin — soñj ’teus ’teus ket ’teus ket soñj ne oas ket deuet an deiz-se hag e-se — trouz tan mesk moged gwad gwad — rener an uzin — pet tro ’meus arri graet pet tro ’meus d’ober c’hoazh — raptored o tennañ kalz raptored kalz tennoù — lazhet ’meus anezhañ daoust hag-eñ ’meus — achu an harz-labour ar grev an dispac’h ba an uzin okupet arri ar raptored — tennoù dislonkadennoù ar mindrailherezoù freuzadennoù — korfoù war plas an uzin gwad moged — rener an uzin war plas an uzin gwad me tostik-tost — me tud all — me muntrer kaset d’ar prizon muntrer d’ur gell vihan muntrer da c’hortoz ma setañs — dic’hourdañ ma divhar ur wech bemdez a ra vad Nerin — da c’hortoz ma setañs ma setañs — Nerinerinerin — galompat a rafe vad ivez galompat galompat galompat skeiñ ma fenn gant ar voger — n’eus ket droed da redek tazeroù zo gant ar warded bzzzt bzzzt — kerzhet — mann all ebet — ’meus ket lazhet rener an uzin geus ’meus ket — prosez breutadeg ar gaoz d’an difennerezh divizadeg setañs kondaonidigezh — digoret an nor ba ar c’horn ba ar penn all deus an trepas graet ganin ma dek tro sur a-walc’h ur gward o c’hortoz ac’hanon — raptored o tennañ — korfoù war plas an uzin — rener an uzin war plas an uzin — bremañ Nerin ma setañs ‒ me da-heul ar gward betek ma c’hell ma c’hell enk izel-tout ken n’hallan ket bezañ en em sav en enni — ma setañs bremañ — Nerin — Nerin
❧
Barnet eo bet Gwengalon. Barnet ha kondaonet. Ur c’houlz zo bet e vije bet kaset d’ar marv. « Met n’omp ket barbared ken, eme ar barner, ha tizhet ’meump ur stad uhel a sevenadurezh. Koulskoude, n’emañ ket plas an tamallad en hom c’hevredigezh ken, kar gwall c’hrevus ha torfedus eo an oberoù sevenet gantañ. Troet ’neus e gein e-unan d’ar gwir ’na da vevañ e-mesk e gendeodediz. » Harluet e vo Gwengalon neuze. Deus ar bempet estaj dindan douar e savo betek an estaj kentañ, hep aretiñ eno evel-just. Derc’h a raio da sevel, kaset e vo uheloc’h evit an estaj kentañ, uheloc’h evit ar renerien, krec’hoc’h evit ar vegalopolenn estajet, betek gorre an douar.
Pa deu Gwengalon e-maez ar bignerez en em gav ba un trepas adarre. Ar wech-mañ n’eus ket ’met unan, hir-hir ha war-sav un tamm. Ar wech-mañ n’emañ ket Gwengalon e-unan o kerzhet : daou raptor zo o ren anezhañ, unan a bep tu dezhañ, hag o reiñ taolioù d’e skoaz bep tro e kav dezhe n’a ket prim a-walc’h war-raok. Un tamm mat brasoc’h evit Gwengalon int, ha ponneroc’h ivez, sur. Koulskoude ne ra o fikoloù divhar vetal tamm trouz ebet o stokañ deus an douar. Ne glever ket ’met kammajoù mouget Gwengalon. E penn an hent ec’h apresev ar c’hondaonad un nor blom, du ha tev da welet. Petra a gavo en tu all ? Petra zo war gorre an douar ? Den ne oar. Den ebet deus ar bempet estaj bepred. Ingal eo da Wengalon n’eus forzh penaos. Ne soñj ket ’met ba an hini na welo biken ken. Nerin.
A-greiz-pep-kreiz, boutet Gwengalon war ar c’hostez gant unan deus ar raptored. Ar paotr, batet, a soñj emañ graet gantañ met e-lec’h soursial diontañ ec’h a an den-mekanik d’ar raptor all, ha pezhioù c’hwistajoù dezhañ a-dro-jouiz ken na gouezh egile a-hed e gorf war beton an trepas e-mesk flistrajoù fulennoù-tan. Goude un aridennad taolioù all e tro ar raptor kentañ deus tu ar paotr imobiet : « Gwengalon ! emezañ. Me ec’h eo, Nerin ! Na chomomp ket amañ, emaint o tont ! » Ezhomm ’neus Gwengalon da reiñ bec’h abalamour da diabafiñ. « Nerin ? Te an hini zo ba ar robot-mañ ? Penaos e c’hall bezañ ? Penaos ’teus graet ? — Kontañ a rin dit pa vefomp en savete. Deus, a lavaran dit ! Ne vefont ket pell oc’h arriet. » Met Gwengalon ne fiñv ket. Ar c’horf metal astennet dirakañ ne fiñv ket ken ivez, panevert e taol ur fulenn-dan bennaket gwech ha gwech all. « Nerin, un den zo en ennañ ivez ? Lazhet ’teus anezhañ ? — Fidambie, ’meus ket. ’Meus ket graet ’met seilhañ e sistem konduiñ ha troc’hañ e orjalennoù-nervennoù. Dresañ anezhañ a vefont kat d’ober mac’hat. » Mont a ra Nerin-raptor betek ar bignerez. Ur c’hoari eo dezhañ ha d’e divrec’h vionik digoriñ an nor en ur silañ e vizied etre an daou damm dionti evit dispartiañ anezhe. Tostaet eo Gwengalon, brañskell en e izili traoñ. « Un ide vat eo mont gant ar bignerez ? emezañ. Te a gav dit e laoskfont ac’hanomp da diskenn betek ar bempet estaj ? » Krog eo Nerin da skeiñ taolioù rust ba foñs ar gabinenn ha da diframmañ ar plakennoù houarn ac’h a d’ober anezhi. « N’omp ket o vont da chom e-barzh, » emezañ. Pa gav dezhañ ec’h eo bras a-walc’h an tremen e teu da gregiñ a-vriad ba Gwengalon hag e lamm bu an toull hep rannañ an disterañ ger ouzhpenn. Gwengalon a sant e galon o vanket, krog-mort e divrec’h en-dro da c’houzoug ar paotr-metal. Laket ’neus Nerin e dorn dehoù start en-dro da fun ar bignerez hag e vrec’h all a derc’h d’e gamarad. Peget ’neus e dreid deus ar voger veton ha krog int o-daou da diskenn a-ruz evel-se dindan ar gabinenn difoñset. Du-pod eo en-dro dezhe. Esa a ra Gwengalon sellet war-draoñ met tev eo an deñvalijenn, solut kazi, ken e soñj dezhañ emaint o’n em añfoñsiñ ba ur puñsad ter-du didermen. N’eus berad sklêrijenn ebet en-dro dezhe ustoc’h evit ar strinkadennoù fulennoù a ra dorn ar raptor o frotañ kalet war neudennoù dir ar fun. Ne oar ket pegeit zo emaint o tiskenn evel-se, na pet estaj ’neuint tremenet diwar ar pemp ac’h a d’ober ar vegalopolenn dindan douar. Alumet ’neus Nerin ar goloioù zo en e daoulagad-robot met n’a ket pell an daou vann a-raok bezañ lonket gant an duder. Kentañ zo e santont ur stroñs ba ar fun ha goude bezañ chomet un hanter segondenn evel en entremar e komañsont kouezhal war brimaat. « Troc’het ’neuint ar fun ! » a yud Nerin. N’eo ket kat Gwengalon, berr warnañ, da respont anezhañ met stardañ a ra kreñvoc’h e divrec’h en-dro d’e c’houzoug kalet ; stardañ a ra mouchedoù e daoulagad ivez, kuit da welet an islonk du dindane hag a deuio abred pe abretoc’h da fetisaat en un taol. Laket ’neus Nerin e divhar e-tailh da souplaat ar stok pa douchfont foñs beton ar puñs. Gant ruster an douarañ ’neus santet holl bistonoù e gorf o c’houzañv ha labour ’deus bet ar bladenn galet imboudet en e empenn a-raok gallet adstagañ da dont en-dro. E sistem diabarzh a lavar dezhañ ec’h eo gwall ifomet e gorf bionik. Ingal eo, n’eus ’met un dra a-gement a gont : eñ an hini eo ’neus paket an taol ha mevezennet met divac’hagn eo Gwengalon. Dont a ra Nerin a-benn da adalumiñ unan deus e leternioù ha diskoach a ra ar skeul-voger a gas deus ar foñs betek un nor a welont ur metr bennaket a-us dezhe. A-greiz emaint o hastañ kamm-digamm war-gaout bizhier ar skeul e tregern ur vouezh en e radio enframmet : « Nerin ? Nerin ? Amañ Sklêrijenn. Petra zo arri ganac’h ? Na chomit ket war-blas. Emaint o tont. Klev a rez ac’hanon ? »
« Kuitañ tra ’teus d’ober ec’h eo mont da welet Sklêrijenn. » War-dro eizhtez a-raok, un tu bennaket ba ar bempet estaj. Deus e gendivizer, ne wel ket Nerin ’met e vizaj kazi. Bizajoù all zo un tamm partout ba ar pezh, evel spesoù o nijal, arc’hlazet gant skleurenn ar skrammoù. N’eus bann gouloù all ebet eno. An drouz ’merti a vez klevet ec’h eo stirlink an touchennaouegoù dindan gwask prim ar bizied. Geriennoù ivez, gwech ha gwech all, taolet a vouezh damizel, met da c’houzout eo da Nerin petra a sinifiont. Eñ ne oar sort ebet deus skrammoù ha touchennaouegoù, met dre forzh klask keloù deus Gwengalon ec’h eo bet kaset davet an hakerien. Gall a rafent sikour anezhañ a-hervez ; n’eus ket par dezhe da ditouriñ diwar-benn an estajoù all. O buhez eo, o sorc’henn hag o flijadur : en em silañ ’ba sistemoù estajoù uhelañ ar vegalopolenn ha plantañ reuz en enne. Koulskoude n’eo ket diriskl o buhez : ma tegouezh dezhe stoc’hañ rouedad ar c’halloudeien a-wechoù, ha lakat anezhe da goll arc’hant hag amzer, na pa ne vefe ket ’met un tamm bihan, ec’h eo distroioù fall a bakont aliesoc’h ; meur a hini dionte ’neus tañvaet bizhier ar boliserien, banketennoù kalet an dalc’hoù dindan evezh hag enoe an devezhioù labour « evit interest an holl ». Se zo kaoz ec’h int tud disfizius ivez hag un abadenn eo bet da Nerin mont en darempred gante. Panevert ec’h eo-eñ anavezet un tamm ba metoù dispac’herien ar bempet estaj, ’nefe ket gallet en em gavout gante biken. « Sklêrijenn ? Piv eo honnezh ? » emezañ d’ar paotr. « Gwellañ hakerez ar vegalopolenn, te. Me ’meus ket gwelet anezhi gwech ebet, emañ o chom ba an driet estaj, met skoazellañ a ra ac’hanomp kalz enlinenn, dre ar C’hourrouedad. Ma zo unan hag a vefe kat da c’houzout pelec’h emañ da gamarad ec’h eo honnezh. Gortoz, ec’h an da c’houll ganti diouzhtu, ne glefe ket bezañ re bell o respont. Ne gouska ket kalz. » Hag eñ da c’hoari gant e douchennaoueg en-dro, hep rannañ ger ebet ken, bannet e daoulagad war al linennoù kod o tibunañ war e skramm. Chom a ra Nerin da sellet diontañ. En em sant a ra didalvoud ; koulskoude ec’h eo krog e gudenn da dileuiañ ‒ un disterañ. Daoust hag-eñ e c’hall en em lezel da gaout un tamm esperañs ? Petra a c’hallo ober evit Gwengalon ? Petra a c’hall ober a-enep d’ar vegalopolenn ? Ur pennad goude e tenn mouezh an haker anezhañ deus e soñjoù. « Nerin, emezañ, arri eo respont Sklêrijenn. Lavaret ’deus ec’h eo kontant da sikour ac’hanout, hag-eñ ne vo ket aezet… Barrek out da redek ? »
Redek neuze. Nompas soñjal re. Redek evel ur paourkaezh ki difelc’het. Laosket ’neus Nerin ar stasion vetro war e lerc’h. Profitet ’neus deus an engroez a oa eno o’n em verniañ ba ar gweturioù evit lampat bu genoù an tunnel a oa a-baouez dislonkañ an tren. ’Met un dichañs a ve, n’eo ket bet gwelet gant den ebet ; re a hast ’neuint al labourerien da retorn d’ar gêr ha ne roont ket fed deus mann all ebet. Redek neuze ha nompas soñjal re, deus kemennadurezhioù Sklêrijenn roet dezhañ gant an haker. Bezañ gant se memes tra, kuit da goll e gont. « Ledan a-walc’h eo ar garidennoù d’ar metro da dremen, met pas muioc’h. Goudorioù a vez ingal, logelloù toullet ’ba ar mogerioù. Ret e vo dit mont betek ar bevarzeget goudor. Ma’c’h arri ar metro pa vezez e-kreiz-etre daou c’houdor, feiz… » Pikat stank a ra Nerin ’ba noz an tunnel, da-heul bazhad-c’houloù e lamp-tal, e dorn kleiz stok derc’hmat deus ar voger. Pa sant ar beton o vanket dindan e vizied ec’h a da bladañ ba al logell hag e laosk an tren da dibunañ gant ar foeltr dirakañ. Da gentañ ec’h eo aezet dezhañ mont betek ar goudorioù met bep ec’h a war-raok e skuizh e divhar dindanañ. Pa’n em gav dirak an eizhet goudor e wel dija nepell dirakañ leternioù ar metro o tostaat a-druilh-drask. Teukañ a ra etre an deget hag an unneget ha n’hall ket en em daol ba al logell ’met d’ar c’houlz diwezhañ, kement ha ken bihan ma’c’h eo bet darbet dezhañ bezañ sunet gant ar bagonioù o tremen. Gwelloc’h eo dezhañ chom da dizalaniñ ur pennad. Tri pe bevar dren a c’hallo fraoñval ’ba ar c’haridenn c’hoazh a-raok dezhañ kemer hardiegezh en-dro da sailhañ deus e wasked. Redek adarre, gwashoc’h evit biskoazh. Ur goudor. Daou c’houdor. Tri goudor. Arri eo, ar bevarzeget eo. N’eo ket en em drompet : stag deus ar voger zo ur skeul vetal, evel e oa lavaret dezhañ. Tapet krog ba ar bizhier a ra, petra bennak ec’h eo arri skuizh e izili. « E krec’h ar skeul e vo un trap hag a sko war sanioù dilezet. Ec’h an da diskouel dit war ur plan bu pereoù e ranki mont. »
Mont war e grabanoù bremañ. Bezañ gant e jeu adarre. O klask e hent ba ur milendall tuellennoù emañ ha ma tegouezhfe dezhañ c’hwitet war unan anezhe e vefe kollet hep distro. N’hall ket mont en e sav hag ar simant dindan pennoù e daoulin a gign anezhe kriz daoust da danvez tev e vragoù-labour. Gant ar moan eo an duellenn, ’neus ket plas d’ober fiñvoù bras. Ret eo dezhañ mont gorrek, kas e divrec’h hag e divhar war-raok an eil war-lerc’h eben, moustrañ war an anken o weañ e galon. Berr eo warnañ. Pegeit zo ec’h eo sac’het an aer-mañ amañ ? Tomm, tev ha put eo, poultr-tout. Fent a deu dezhañ memes tra o soñjal ’neus Gwengalon en e gell muioc’h a frankiz evitañ en e duellenn marteze. Ma’c’h eo bet kaset d’ar prizon… Un dismantr-spered eo dezhañ chom hep gouzout petra ’neuint graet deus Gwengalon. Gant Sklêrijenn e oaro hiroc’h. Kav a raio-hi an tu da sikour anezhe. N’eus ket da diskourajiñ han-se, derc’hen e grog zo d’ober. En ampoent-se e sonn Nerin gant ar from : aze zo un duellenn war an tu dehoù, met ne oar ket ken pe ec’h eo honnezh ’neus da vont ganti pe an hini a vefe war-lerc’h. Kollet ’neus ar gont dionte. Serriñ e daoulagad ha sioulaat an talmadennoù en e jave a ra ; esa a ra adwelet an hent ’neus graet betek bremañ ; kontañ en e benn an tuellennoù ’neus tremenet en e dorn dehoù ; ober e soñj ha mont bu an duellenn-mañ hep termal muioc’h. Nebeut goude e wel en em rann ar san etre div vouzellenn strizh. En gortoz deus se e oa. Gouzout a ra e rank mont gant an hini gleiz bremañ. Dinec’het e vije bet o welet emañ war an hent mat panevert da strizhder ar vouzellenn. Ken enk eo ken n’hallo ket mont war e grabanoù en enni, nag a ruz-kof zoken. Mont a ra war lein e gein dirak genoù an duellenn hag astenn a ra e daouarn e-barzh. Pa gav pennoù e vizied ur c’hrog bennak, tre ba ar junt etre daou bezh simant, e jech gante hag ec’h antre ba ar san. A-boan eo ma’c’h eo brasoc’h honnezh evit ledander e skoazioù. N’eus ket lec’h gantañ ’met da astenn e divrec’h ha jechañ gante evit gonit hent, rahouenn-ha-rahouenn, ha c’hoazh e vez rasket e gorf en e hed gant kostezioù an duellenn. Kignet-tout eo e skoazioù, e gein, e divorzhed, e arvrec’hioù, pennoù e vizied. Rouesoc’h c’hoazh eo an aer amañ. Alies e freuz ar simant ba e daouarn hag e kouezh tammoù ha poultrenn war e fas. Brein-libr eo ar san. Ha ma vefe disac’het da-vat pelloc’h ? Ma ve stanket an hent, ne vo ket a voaien dezhañ da dreiñ en-dro, ha neuze… Argas a ra ar soñjoù-se deus e spered ha derc’h a ra da boaniañ. Astenn e divrec’h, jechañ gant e vizied ; astenn… jechañ… Un dro bennaket e sant e daouarn goullonder e-lec’h simant : arri eo betek penn an duellenn. Bev.
« Goude-se e vo aezetoc’h, ’na lavaret an haker. Ba puñs ur bignerez e vi ha ’to ket ’met mont gant ar skeul-servij zo stag deus ar voger. » Ha Nerin da glask ar skeul a-dastorn, da stardañ e grog en enni ha da c’hraviañ ganti. Aezetoc’h eo, ya moarvat, met brevet eo e izili hag arri eo fae gant an duder a c’hronn anezhañ, ken tev ken e gav dezhañ e peg diontañ. Divaloaet eo e jestroù met sevel a ra bepred, e vizied maluruzet o kregiñ mort ’ba ar skeul. Aze ivez zo ur gont da vont : div vazh ha hanter-kant da grapat gante c’hoazh. Un dro bennaket e tremen ur bignerez en e gichen. Ne ra van ebet dionti ha derc’h a ra da sevel pazenn ha pazenn en ur gontañ ar bizhier, en ur soñjal ba penn e veaj. A-benn ar fin, d’ar gont merket dezhañ, e kav an nor, un nor bihan ha ront, hep pognez. Hag eñ da skeiñ dousik warni gant e viz, abafet un tamm, da c’houll digor. Pa grog an nor da fiñval e rank serriñ e daoulagad abalamour d’ar gouloù, bihan a-walc’h koulskoude, o tont da grignat an deñvalijenn. Goude-se en em daol bu toull an nor hag e koll anaoudegezh dirak an diskeud du zo eno o c’hortoz anezhañ.
❧
Digoriñ e daoulagad koeñvet. Esa astenn e divrec’h hag e divhar. Sellet en-dro dezhañ. En e c’hourvez war ur c’hanape kozh emañ, ba ur pezh na bras na bihan. En he c’hoazez war plas ar gambr, un tamm bihan pelloc’h, zo ur plac’h. N’eus ket ’met un ticheurt du hag ur vragez vihan du dindani. Diraki zo un urzhiataer gant daou skramm hag o touchennaouiñ emañ, troet he c’hein deus Nerin. Un daol vihan ha div gador-vrec’h dirak ar c’hanape, torchennoù taolet un tamm partout, ur vatelasenn ba ur c’horn. Nebeut a c’houloù. Ar sort ac’h a ar muiañ a blas gante ec’h eo an urzhiataeroù : un toullad mat zo, unvezioù kreiz, skrammoù, touchennaouegoù, sklabezet dre-holl a-dreuz ar pezh, pozet war skaoñennoù pe direkamant war al leur. Ul leuiadenn orjalennoù ha funioù zo ivez, ha binvioù urzhiataerezh a bep sort na oar ket Nerin da betra e servijont. Ba foñs ar pezh zo div dor : unan anezhe ec’h eo toull ar gegin ha bu d’eben e tamwel ar paotr ul lavabo ha kabinejoù. Mac’hat ’neus graet un tamm trouz o tivuniñ kar treiñ a ra ar plac’h he fenn etrenek dezhañ, e sav en he sav hag ec’h a d’ar gegin. Ha retorn pemp munutenn goude gant un tasad kafe mogedus ha div varrenn edaj. « Dal, » emezi. Laosk a ra anezhañ da gemer un toullad begadoù a-raok kaozeal. « Da gamarad zo bet barnet dec’h. Kondaonet d’an harlu. » Ur c’hofad dizesper a garg kreizon Nerin. « D’an harlu ? N’eus mann ebet d’ober ken neuze… — Geus. Re abred c’hoazh evit gouzout petra. Ezhomm ’teus da diskuizhañ. Pa oarin muioc’h e kaozefomp. » Ha hi da jechañ war he zicheurt abalamour da dennañ anezhañ, ha da daol anezhañ war plas ar gambr a-raok distreiñ dirak he skrammoù. E-kreiz kein ar plac’h zo evel ur rigennad goulioù du : lugelloù a bep sort, USB ha reoù all, zo imboudet a-hed livenn he c’hein. A-raok menel kousket en-dro e wel Nerin Sklêrijenn o tapout krog ba unan deus ar funioù en he c’hichen hag o vrañchañ anezhañ ba ul lugell etre plankennoù he divskoaz.
« Bet ’meus keloù. Dilun kentañ e vo, da c’hwech eur trizek deus ar beure. Kaset e vo Gwengalon betek gorre an douar hep distro. — Kaset e vo gant raptored ? — Ya. » Ne wel ket Nerin petra a c’hallfent ober. Nerzh dek zo gant pep raptor. Koulskoude, koulskoude, zo deuet c’hoant dezhañ da fiziañ ba ar plac’h-se n’anaveze ket an deiz a-raok. Piv ustoc’h eviti a vefe kat da dirouestlañ e gudenn ? C’hoant ’neus da lezel an dorn ganti, da sentiñ dionti hep daousoñjal. « Gwall denn e vo, emezi, ha ne vo ket didañjer evitout, na ne vo. Prest out d’anduriñ poanioù bras ? » Ur pleg d’e benn a ra Nerin. « Poanioù en ez korf koulz ha poanioù en ez spered ? Mat. » Ha Sklêrijenn d’ar gegin da gerc’hat daou dasad kafe du. Ur wech distroet en he c’hador-vrec’h e terc’h gant he c’haoz : « Gouzout a rez dre just petra ec’h eo ur raptor ? Ar re-se zo siborgoù. N’int ket robotoù. Siborgoù. Tud kig-ha-gwad da gentañ-penn, ramplaset o organoù gant sistemoù elektronik, ken ne chom ket ’met o empenn ha mel o livenn-gein. » Nerin ne ouie ket ; ordin eo bet gwelloc’h dezhañ chom hep soñjal re ba ar raptored. « Daou raptor ac’h ambrougo da gamarad an deiz-se. Pa vo deuet ar c’houlz mat e gasin da spered ba empenn unan anezhe hag e lakin e spered dezhañ en ez pladenn galet-te. — Ma fladenn galet ? — Ya. Imboudiñ a rin unan dit. » Daoubennet eo Nerin gant ar pezh emañ a-bouez klevet. Ma ne seblantfe ket ken sirius bizaj ar plac’h e kredfe Nerin emañ o foutañ goap diontañ. « Pa vi mestr war korf ar raptor, a lavar-hi c’hoazh, ne glefe ket bezañ re diaes dit en em dizober deus ar raptor all. Gant ar souezh ’no ket lañs d’ober mann ebet. Ar pezh na vo ket ul lein debret ec’h eo retorn gant Gwengalon da goach d’ar bempet estaj hep bezañ tapet, kar dont a refont war o lerc’h prestik. Chom a refomp en darempred enlinenn bepred ha sikour a rin ac’hanoc’h da glask ho hent betek ar gwasked. Goude-se, pa vo Gwengalon en surentez, e vo ret dit mont da glask ul lec’h distro, pell a-walc’h, abalamour din da adober an eskemm sperejoù en tu kontrefet ; ne vankfe ket d’ar raptor addont d’e veiz n’eus forzh pelec’h. Sell aze penaos e refomp. Operiñ a rin ac’hanout arc’hoazh. » Peurlonk a ra Sklêrijenn he bannac’h kafe ha distreiñ d’he skrammoù ha d’he funioù. Ro a ra Nerin fed ec’h eo chomet e vannac’h-eñ da yenañ. Kemer a ra an daou das, hag ec’h a d’ar gegin da walc’hiñ anezhe ha da sellet hag-eñ ne gavfe ket un tamm da debriñ.
Ur verzherinti eo bet an oberatadenn an deiz war-lerc’h. « Ar produioù anestezius a vez prenet war ar marc’had du ne reont ket kalz a efed, » ’da kemennet Sklêrijenn dezhañ. Kav a rae da Nerin e treuze mil nadoez togn e baourkaezh empenn tro ma gase ar plac’h da benn, unan-ha-unan, hep hastañ, hep koll amzer, an oberiadennoù munut hag a stagfe dafar elektronik deus e reizhiad nervel. « Achu eo, » eme Sklêrijenn a-benn ar fin, goude ur reuziad hir a boanioù divuzur. « Pa vo krog da gigañ e c’hallfomp mont asambles d’ober ur valeadenn war ar C’hourrouedad. » Ha hi d’hec’h urzhiataeroù en-dro. Hag eñ da chom en e goazez war ar c’hozh kanape. Ha gortoz. Ur pouez ouzhpenn a sant a-drek e baourkaezh klopenn. Difennet eo diontañ touch deus e gilpenn keit ha n’eo ket kleizhennet. Kas a ra e amzer oc’h esa ankouaat e droug-penn en ur gousket pe en ur soñjal ba Gwengalon. Sur a-walc’h e tremen an devezhioù met ne oar ket pet eur e vez kar n’eus horolaj ebet ba ar gambr. ’Met war skrammoù an urzhiataeroù marteze ? Ne oar ket hag-eñ ’neus droed da dostaat dezhe. ’Neus ket gwelet Sklêrijenn o kousket gwech ebet ; ordin e vez brañchet war he mekanikoù, damnoazh ha diflach. Gwech ha gwech all ec’h evont ur bannac’h kafe asambles hag ur gaoz bennaket a vez etreze met n’a ket kalz en tu all da div pe deir frazenn. Ingal e sell ar plac’h deus ar gouli war kil e benn.
Un deiz – pe un noz ? –, en ur divuniñ, ne c’houzañv ket Nerin kement a boan en e benn ken, panevert da bigelladennoù o tourtañ da-heul talmadennoù e wazhioù. « Degemeret mat eo bet an imboudoù gant da gorf, eme Sklêrijenn goude ur sell evezhiek. Prest e vi a-benn dilun neuze. Evit bremañ bepred e c’hallan kas ac’hanout war ar C’hourrouedad ma kerez. » Emaint o-daou kemeneret kichen-ha-kichen, bep a fun brañchet en melloù o gouzoug. «Prest out ? » ’Neus ket respontet Nerin c’hoazh pa sant ar gambr en-dro dezhañ o koazhañ hag e gorf kemend-all. Ne chom diontañ ’met e spered, e spered distag o vezañ kaset fonnus war henchoù na wel ket betek diflukañ ba ur frankizenn, ur mor, un oabl, ledan-ledan, a c’hall neuial, nijal, ebatal en ennañ, ur bed a ditouroù hag a gealioù a c’hall bezañ euvret dirankon gantañ. N’eus harz ebet ken d’e spered, n’eus ober ebet, na soñj ebet, a-gement a vefe ouzhpenn dezhañ. N’eus harz ebet ba ar bed-mañ, ec’honderioù didermen, dimañsionoù diniver hag a c’hall bale en enne primoc’h evit ur foton, primoc’h evit e soñjoù dezhañ e-unan. Ne gav tamm moger ebet war e hent ; ma vefe deus mogerioù e treuzfe anezhe ken diseblant all. Ar materi n’eo ket ’met un ditour ken, da anavezout ha da stummañ evel a gar e volontez. An titouroù eo ar gwir danvez eno, da debriñ, da lonkañ, da euvriñ ha da greskiñ diwarne. Ken bras hag an hollved eo e spered, ha bihanoc’h evit ar c’hwark munutañ ivez ; en em rannañ a ra en daou damm, en pevar damm, en N tamm… Gouzout a ra kement zo da c’houzout, emañ ar bed gantañ en ur gokenn u. Arri eo krakvezv diwar e veaj a-dreuz an data ha koulskoude emañ e holl anaoudegezh gantañ : ar wech kentañ ec’h eo dezhañ d’en em santout mestr war e blanedenn. A-greiz e vezventi joaus e taol ple emañ Sklêrijenn o kaozeal diontañ hep gerioù. Kistion an amzer a wagenn deus he spered d’e hini, kistion an amzer o verraat, an amzer dermenet, kistion ar c’hig o c’hortoz anezhañ en-dro. Ha pa retorn Nerin en e gorf e kav anezhañ ponneroc’h evit biskoazh, fetisoc’h kazi evit ar beton. Ur skleur a fent zo ba daoulagad Sklêrijenn. « Brav eo bet da damm tro, ’meus aon, ha diaesoc’h-se an distro. Evel-se e vez kont ar wech kentañ. Ha c’hoazh ’teus ket gwelet ’met ul lodenn vihan deus ar C’hourrouedad. Kaset ’meus ac’hanout lec’h n’eus dañjer ebet met kalz brasoc’h eo en gwirionez. Kalz teñvaloc’h, kalz dañjurusoc’h ivez. Ret eo gouzout an doare, dibab e hent, treiñ diwar ar programmoù surentez war o api evit mad mestroù an estaj kentañ… » Tavet trumm ar plac’h. En em c’houll a ra Nerin hag-eñ e fell dezhañ gouzout hiroc’h. Flourañ a ra dousik brec’h ar c’hanape gant beg e vizied, evel ma vefe an touch un dra nevez evitañ. A-benn fin ar gont n’eo ket tremenet e boan-benn.
Deuet eo ar c’houlz. Sklêrijenn ’deus graet da Nerin mont war e gof war ar c’hanape. Ur fun zo plantet ba lugell e gilpenn, just dindan ar bladenn galet imboudet. Taol a ra Nerin ur sell d’ar plac’h zo war pennoù he daoulin en e gichen, un urzhiataer bihan war he barlenn. « Petra zo kaoz e rez se, Sklêrijenn ? Eizhtez zo n’anavezes ket ac’hanon ha kouzantet ’teus sikour ac’hanon, hag-eñ ec’h eo dañjurus evitout ivez. » A-raok respont e sell Sklêrijenn deus an eur war he skramm. « Ba an driet estaj amañ, emezi, n’eo ket evel du-se ba ar bempet. Nim ’meump ket da stourm evit bevañ, gwir eo. Boued a-walc’h ’meump ha labourioù didorr pe didorroc’h. Met n’omp ket ’met ba an driet estaj. Brav eo ar vuhez ba an estajoù a-us mac’hat met amañ n’eus mann ebet d’ober, ’met labourat abalamour da brenañ ar pezh a vez roet dimp da brenañ. Bezañ hakerez ec’h eo an tu ’meus kavet da lakat bannac’hoù adrenalin en em buhez, da vougañ an enoe. A-hend-all ne vefe mann ebet. Arri eo an eur, Nerin. » Ha hep lavaret muioc’h e stok deus touchennoù hec’h urzhiataer. Koazhet ar gambr en-dro da Nerin, bannet e spered a-dreuz ar C’hourrouedad, betek ur c’horf n’anavez ket. Ur c’horf brasoc’h, kaletoc’h ha souploc’h, ur c’horf houarn, pistonioù ha c’hwenennoù elektronik. A-dreuz daoulagad artifisiel ur raptor e wel bremañ. Ba un trepas beton emañ ; dirakañ emañ Gwengalon o kerzhet hag ur raptor all zo en o c’hichen.
« Ya, Sklêrijenn, klev a ran ac’hanout. Torret zo ur bern traoù en ennon hag ur c’har din na gerzh ket ken, met divlam eo Gwengalon. » Brouilhet eo ar son met disammet eo Sklêrijenn o klevet mouezh Nerin. « Gall a rez diblasañ memes tra ? Poent bras eo mont a-raok. Emaint o tont, a lavaran dit. — Mat eo, aet omp. N’eus ket da choaz, n’eus forzh penaos. » Krog int da hastañ gwellañ m’hallont. Sklêrijenn, liesluget deus ar C’hourrouedad, a sikour anezhe da’n em heñchañ. E-skeud-se e poagn ivez d’esa daspakañ ar mesajoù eskemmet etre an div skouadrennad raptored zo o tispenn roudoù an daou baotr. N’emaint ket pell war o lerc’h. Biskoazh n’eo bet ken tenn war an hakerez. Empennañ a ra redadeg an dec’herien, Nerin o kammjilgammat, Gwengalon o reiñ kalon dezhañ, deuet hardiegezh dezhañ en-dro gant o librentez o tostaat. « Ale, emezi, reiñ bec’h ul lajad bihan c’hoazh hag e vefet saovetaet. » Ne responta ket Nerin. Un toullad munutennoù a dremen, ponner evel plom, a-raok na glev Sklêrijenn mouezh ar paotr en he fenn en-dro. « Arri omp, Sklêrijenn. Gwel a ran kamaradoù o c’hortoz ac’hanomp. — Deus ar c’hentañ, Nerin, emezi. Chomit koachet ur pennad bremañ. En em wel a refomp prestik, pa digasin ac’hanout en ez korf en-dro, du-mañ. » N’eo ket lavaret ’nefe klevet Nerin anezhi. En em gavet eo, asambles gant Gwengalon, ’ba kavioù kuzh an hakerien, lec’h ne dap ket ar C’hourrouedad, lec’h n’aio ket ar raptored. Un tenn-alan a ra Sklêrijenn, klenket war he divhar kemeneret. Ur bannac’h kafe a raio vad dezhi ’hat.
Taolioù kreñv skoet war he dor. « Polis ! En anv gouarnamant ar vegalopolenn, digorit ho tor raktal ha hep stourm, anez da se e refomp gant nerzh hom armoù ! Un urzh herzel zo ganimp en ho keñver ! » Gant ar sabatur ec’h eo lampet ar plac’h en he sav, hep santout poan an orjalennoù o tiframmañ vil deus he c’hein. Chom a ra da sellet deus an nor, stonket. Kavet ’neuint anezhi. Penaos ’neuint kavet anezhi ? Penaos ’deus ket gouvezet ’deaint kavet anezhi ? Pelec’h eo manket ? Chom a ra Sklêrijenn da gompren, mut, motet, laosk he divrec’h. Ne ra van ebet pa yud ar rigennad boulejoù o trailhañ torzhell ha mudurunoù an nor a gouezh a-blad ba ar gambr evel tarzhañ. War an treuzioù zo pevar raptor, bantet o brec’hioù-fuzuilhoù warni. « Deuit ganimp hep stourm. Ec’h amp da herzel ac’hanoc’h evit sponterezh, dispac’hadeg, tagadennoù a-enep surentez ar gouarnamant hag implij e-maez lezenn deus araezioù teknikel ha niverel miret evit annezidi an estaj kentañ. » Sklêrijenn ne fiñv ket ; n’eo ket kat d’ober an disterañ jestr en tu all d’ar c’hren a hej hec’h izili. Pa jech ar raptored anezhi e-maez he c’hambr e tro he fenn memes tra da daol ur sell diwezhañ deus he loch bihan, deus he matriel. Graet ’neuint ar boulejoù toulloù dre-holl ba ar mogerioù. Foeltret eo darn deus hec’h urzhiataeroù. Kurius eo, hi hec’h-unan n’eo ket bet gloazet. Labezet eo he c’hanape gant ur meskaj gwad, empenn ha pezhioù elektronik ; aet e oa ur vouled da skeiñ gant penn ar c’horf astennet warnañ. Seilhet-lipr eo ar bladenn galet a oa imboudet en ennañ. N’hallo ket Nerin distreiñ en e gorf den ken, a soñj. Ret e vo dezhañ chom en e gorf raptor hanter drailhet. « Diverket ’peus ho koñsort, » emezi d’ar raptored o kas anezhi.
❧
Barnet e vi, Sklêrijenn. Barnet ha kondaonet. Ne vi ket kaset d’ar marv. Megalopolenniz n’int ket barbared int ha tizhet ’neuint ur stad uhel a sevenadurezh. Koulskoude ’teus troet da gein da-unan d’ar gwir ’ta da vevañ e-mesk da gengeodediz. Gwall c’hrevus ha torfedus eo an oberoù sevenet ganit. Harluet e vi neuze. Deus an driet estaj e vi kaset betek an estaj kentañ, hep aretiñ eno evel-just. Derc’h a ri da sevel, a-us d’ar vegalopolenn estajet, betek gorre an douar. Kaset e vi gant pevar boliser. Tud wir, tud kig-ha-gwad, pas raptored. Tud ha n’hallont ket bezañ piratet. Kaset e vi betek penn an trepas diwezhañ, betek an nor blom, du ha tev da welet. Pa vo digor a-walc’h an nor evit tremen e vo roet un taol-bout dit war da skoaz ; kerzhet a ri war-raok evel ur robot hag antren a ri ba an deñvalijenn.
Riwal Georgelin, miz Genver 2026, CC-BY-NC-ND