Istoarioù reoù na oa ket laket dezhe en em anavezout

William Poazhevara a oa bet ganet d’an driwec’h a viz C’hwevrer naontek kant naontek ha tri-ugent ’ba’n Pariz, Frañs. Evurus e voe e vugaleaj hag un tamm brav a lorc’h a oa en e dud gantañ kar abred-abred e tiskouezas bezañ troet-kenañ war ar skianchoù ha dorniet-mat war ar marc’had. Pa’c’h ae e dad da gas anezhañ d’ar skol, ne vanke ket hemañ kammed, evel just ha rezon, da daol selloù otus war ar vugale all, ha war o zud ivez, keit e oa ganti, c’hwezhet e jave gantañ evel un dindoñs. Ne oa ket William Poazhevara seizh vloaz ha daou viz c’hoazh pa’c’h itrikas en e gambr ur greizenn nukleel vihan hag a brodue trawalc’h a dredan da c’hoari Boulder Dash war e Amstrad CPC. Goude e studioù skedus war ar fizik, n’eo ket drol neuze ’na gwelet renerien arnodvaoù brudetañ ar bed o c’halompat war e lerc’h evit desev un den ken akuit-se ha degemer anezhañ en o skipailhoù. Goude ul lajad ardoù abalamour da lakat ar c’hinnigoù gopr da ganañ e teurvezas kemer ur plas e-mesk skiantourien ar CERN ’ba Geneva, Suis, evit ober arnodoù kompliket en-dro d’an darstokerien rannigoù. Savet e oa en renk prim a-walc’h, en ur diskar darn deus e goñsorted pa oa ezhomm, hag e-skeud-se ’na kemeret perzh en araokadennoù skiantel brasañ deus e vare ha ’na gallet embann labour e stajidi en e anv war ar gelaouenn Nature. Da deiz e eizhet bloaz warn-ugent e peurachuas e oberenn veur : ur mekanik da veajiñ en amzer. A-raok mont pelloc’h ’meus d’ober lavaret dac’h ’na graet se dre guzh, ha dre laer zoken, peogwir ’na savet e vekanik gant matriel c’hwipet ’ba arnodvaoù ha solieroù ar CERN, hep gouzout da den ebet. N’it ket da restañ kement-se da dud all, mar plij ganac’h – ha c’hoazh ne gontan ket dac’h penaos ’na pourchaset uraniom pinvidikaet evit bouetañ kreizenn nukleel e gambr vugel. E vekanik da veajiñ en amzer, koachet ’ba ur c’hav dilezet ’ba ar CERN, a oa bet savet gantañ diwar ur gabinenn strinkerezh, greiet gant roudajoù elektronek, skantennoù kwantek, skrammoù kontrolliñ hag un azezenn lêr. Evitañ da vezañ arroutet ha reizh war e vicher ’na bet kalz a streuvell gant se memes tra hag ur c’hembennad e oa bet o kas e erv da benn-vat. An deiz-se neuze, abalafin, e oa prest William Poazhevara da wiskañ dilhad an den kentañ o vont war-souz en amzer. Aet e oa en e goazez en e vekanik ha goude profitañ un tamm deus an aezet e oa an azezenn e tivizas ober ar pezh ’nije graet kement hini zo ha ’nije iñvañtet ur mekanik da veajiñ en amzer : mont da welet dinosaored. Me ’mije graet kemend-all, ha c’hwi ivez, gouzout a oaran se rez-mat. Stardañ e c’houriz, lakat e vizied da flourañ ar skrammoù-touch stag deus ar speurennoù en-dro dezhañ evit programmiñ e veaj treuzamzer, ha yao d’ar Juraseg uhel. N’eo ket kompez-kaer gourhenchoù an tremened, toull-didoull ha skoaselloù-tout ya, ha didoroset e voe hom zourist mod nevez evel piz er pod. A-benn ar fin, goude un abadenn hir a flu hag a lard, e paouezas e gabinenn da hejañ. Hep kemer amzer da dic’hourdañ e izili bronduet e lampas er-maez, hast gantañ d’arvestal deus ur bed dianav-krenn da Homo sapiens ha memes da gement bronneg zo bet war an douar, war-vetek nebeut. Tro-ha-zro dezhañ e oa gwez bras ha stank met ne glaskas ket gouzout peseurt spesadoù e oant kar etre o delioù e tamwele nepell un dosenn uhel a-walc’h o tisac’hañ a-us d’ar c’hoad. Hag eñ dre c’halomp da-gostez an uhelenn. Kaerat ar gweled a glee an nen kaout deus he lein ! Ma oa berr warnañ oc’h arriet e krec’h ar c’hrav abalamour d’e redadenn e voe gwashoc’h c’hoazh pa ’noe paret e daoulagad war ar vro a glerie an dosenn : troc’het alan ar paotr da-vat gant ar marzhoù diniver a oa o fistouilhat ’ba ar savanenn veinek en tu all d’an dosenn. Kement na oa anavezet gant paleontologourien e vare nemet dre un daouwennegad eskern en etad fall a oa eno oc’h ebatal. An hini a jeche an evezh da gentañ a oa ur brakiosaor, e-kichen gwrimenn ar c’hoad, oc’h astenn e c’houzoug divuzur abalamour da dizhout beg an avalpineged, lec’h en em gav o delioù teneroc’h. Pelloc’h, war an dizolo, en em harpe un toullad kamptosaored war o favioù a-raok evit peuriñ torkajoù gwez-sikaz hag a greske amañ hag ahont. Etre o divhar e rede nanosaored prim ha dilikat hag a oa gwelloc’h gante en em vagañ gant trouskan. Daou pe dri allosaor, preizherien meur ar Juraseg uhel, ruz o bouzelloù mac’hat, a dostae a-bazoù-kazh d’ur bagad stegosaored ; ar re-se ’hat ne oa ket a geloù gante da laosken o reoù vihan da vont da gaoc’h allosaor. Taolioù lostoù dreinek a oa da gaout. Uhel en oabl e vargede pterodaktiloided, astennet o bizied askellek en avel, diseblant-libr deus gwallreuzioù chafod ar saout. Met kentañ a oa e klevas hom faotr sarac’h ur gerzhadenn skañv ’ba ar c’hoad adrekañ hag e troas deus an tu-se, kemeret from gantañ : muioc’h a garilhon ’nije graet un allosaor met debrerien-kig all a oa, ken lemm all aotennoù o geol, na posupl e vefent loened bihanoc’h. Pegen don e voe e eston neuze pa difoupas un Homo sapiens – ur barez – deus dindan ar gwez, dilhad-labour lêr en-dro dezhi ha lunedoù nijerez savet war he zal. Estonet e voe honnezh koulz hag eñ hag e chomjont ur momed berr o tisloagal an eil deus eben, met ne badas ket gwall bell sabatur an daou spered poellet a oa anezhe ha goude en em voñjouriñ yen en em lakas pep hini anezhe da sellet deus ar femelennoù kamptosaored o tezviñ o neizhiadoù ha deus ar brakiosaor o tislonkañ e gofad delioù re c’hlas. Distok-mat an eil deus egile e oant ha ’meus aon e oant feuket o-daou o welet e oa bet savet ur mekanik da veajiñ en amzer gant unan all ha ne oant ket ar foeter-amzer ’mertañ. Koufonet e oa e blijadur un disterañ ha goude ur pennad e retornas William Poazhevara etrenek e oustilh en ur soñjal pelec’h, ha surtout pegoulz, ec’h aje goude-se. Met pa arrias e traoñ ar c’hrav, ne oa ket e strinkerez ken lec’h ’na laosket anezhi.

Rosita an Danteg a oa difluket deus hec’h u d’ar c’hwec’h warn-ugent a viz Even kant nav milion ha daou-ugent seizh kant trizek mil ha tri-ugent nav c’hant daouzek vloaz a-raok H.S. ’ba un tu bennaket deus Laorazia. Ur femelenn fosterovenator e oa honnezh ha kentañ a reas a voe debriñ an uoù all a oa en-dro dezhi ’ba an neizh. Un taolad proteinoù ne ra ket droug d’an nen nevez-vet, kwida, ha c’hwi ’pije graet kemend-all. Neuze, leun he c’hof, plom en he sav, e hejas he divrec’h vihan hag e laoskas he c’hrozadenn gentañ. Gaou e vefe lavaret e spontas kalz a loened diwar-dro kar n’eas ket kement-se en tu all d’ur bipiadenn met añfin, diwan a oa en enni bepred. Goude-se e kreskas evel raden ar c’houlz-se. Ne oa ket lorc’h en he zud ganti, na mezh kennebeut ’hat, pa ne ra foeltr-forzh ebet ar fosterovenatored deus o reoù vihan. N’eo ket gwall leuiet o buhez d’an dinosaored a-sort-se : debriñ al loened bihanoc’h ha chom hep bezañ debret gant al loened brasoc’h. Rosita an Danteg a oa lemm he dent, prim ha krak he daoulagad ha skañv he divhar ; dont a reas abred d’he ment, yac’h ha divac’hagn. Holl allosaored ar c’houign a ouie ervat ne dalve ket ar boan esa redek war he lerc’h ha planedenn an nanosaored a oa diremed pa daole-hi hec’h alan warne. Un deiz e tichañsas dezhi en em gavout ’ba ur c’hoad, e-harz un dosenn. En em silañ a reas etre kefioù ar gwez-raden, lijer, didrouz ha dañjurus. He c’herzhed a vije bet hañval deus hini un tigr ma vije bet deus tigred er Juraseg uhel. O klask un dra da choukañ he dent en ennañ e oa pa welas ur stumm drol diraki ha ’da ket bet gwelet biskoazh. A-vent ganti e oa apeupre met ne fiñve ket ; ne seblante ket kaout pavioù, zo kaeroc’h. Esa a reas kregiñ en ennañ met kaletoc’h e oa evit eskern ur c’hamptosaor. Evel a oarit ec’h eo taer ha prim al loened-preizh dre natur ha neuze e sodas, evel-just, droug ruz en enni, ha reiñ a reas taolioù tourt ha pavajoù ha lostajoù d’al loen misterius na rae ket van ebet. Nemet ha seizet e oa diraki ? En un taol ’hat e tigoras egile ur genoù evel ur forn hag e kouezhas trumm Rosita an Danteg war he fenn e-barzh. An nor a sklapas war he lerc’h. Krediñ a rae dezhi e oa bet lonket gant al loen ha difretañ a rae war greñvaat, fumet evel n’onn ket petra, ha gwinkal ha diwinkal, ken e waskas hep gouzout dezhi war skrammoù mogerioù diabarzh ar gabinenn hag e voe bannet a-dreuz an amzer ken souden ha tra. D’ar c’houlz-se dres ec’h arrias William Poazhevara ha mantret e voe o welet n’hallje ket retorn d’e vare. Fresk e oa ’hat. Met da neuze e soñjas er plac’h a oa war lein an dosenn. Mac’hat ne oa ket deuet honnezh betek eno en ur sklapat he bizied ha neuze e klefe he mekanik da veajiñ en amzer bezañ un tu bennaket war-hed-taol ’ba ar c’hoad. Ne voe ket pell o kavout roudoù e-mesk an delioù raden sec’h kouezhet war an douar. E-penn ar roudenn-se e tiskoachas ur machin drol, tuellennoù tout, gant beoliadoù dour o virviñ c’hoazh. Mont a reas en e goazez war ar skabell. Ul lein debret e voe evitañ, unan deus ampartañ skiantourien ar bed, kompren penaos kas ar mekanik war-raok : jechañ a reas war loc’hennoù, treiñ a reas rojoù dantek, ha goude sklokal ha c’hwistellat e lampas an ardivink dre aezhenn war henchoù an amzer, o terc’hen kloz d’ar gabinenn strinkerezh a lonke ar c’hantvejoù evel un tenn.

Pélagie ar C’hwerv a oa bet ganet d’an dri a viz Kerdu triwec’h kant tri-ugent ’ba Londrez, Bro-Saoz. An deiz-se ne oa ket ur Sadorn d’an noz, me ’lâr dac’h. Da nav vloaz e savas he c’hentañ mekanik da veajiñ en amzer, ur mekanik dre aezhenn-dour gant tuellennoù ha rojoù dantek. Unan simpl e oa evel-just : n’halle ket ober ’met lampoù un eurvezh war-raok. Feiz, kement-se a oa komod memes tra evit lampat diouzhtu en tu all d’he c’hentelioù gwriat pe kanañ. Ar c’hentelioù fizik, kimiezh, biologiezh ha geologiezh ne c’hwite warne gwech ebet ’hat ha bep da greskas e renkas he zud, ken fier dionti a-hend-all, kouzantiñ gwelet anezhi o vont da skiantourez e-lec’h ober un dimeziñ evel zo gleet. N’eus forzh penaos ’da kaset hec’h holl bleustrerien war ar c’herzhed ha meur a hini a chomas dizesperet gant an distokadenn a-feson ’na bet a-dreuz e c’henoù. Unan deus izili illurañ akademiezh ar Skiantoù ’ba Londrez e teuas Pélagie ar C’hwerv da vezañ ha ne dremene hini ebet deus he c’hoñsorted en he c’hichen hep saludiñ anezhi gant doujañs bras ha resped sev. Bemdez, goude he c’hlaskoù skiantel hag ar c’hentelioù a roe da studierien didesk ha bac’h a spered, e terc’he da wellaat he mekanik ’ba sioulder ur sal damankouaet e deun an Akademiezh. E-kerzh an hañv triwec’h kant seitek ha pevar-ugent e stagas an duellenn diwezhañ hag e lakas an dour da virviñ ’ba ar beolioù. Arri e oa an devezh bras. E-mesk ar c’hwistelladennoù hag ar bouilhajoù aezhenn-dour en em c’houllas pelec’h ha pegoulz e rafe he beaj kentañ. An Ejipt da goulz ar faraonez Hatchepsout ? Ar Grennamzer da goulz ar varc’hegez Maelduina Elesbed Malane ? En ur sellet en-dro dezhi e roas fed e oa unan o sellet dionti : diwar un daol pelloc’h e oa paret warni toull-lagad goullo un dinosaor. Un toullad bloavezhioù a oa e oa bet didouaret ar skeledenn-se hag a oa manet eno abaoe da c’hortoz bezañ studiet, analizet ha roet un anv. Un tamm mat deus an eskern a vanke, evel a vez kont alies gant ar fosiloù, met miret-brav e oa an hanter deus ar c’hlopenn bepred. Fent ’da Pélagie ar C’hwerv oc’h empentañ e rae al loen fosilizet serrioù-lagad dezhi a-dreuz milionoù a vloavezhioù. Ur bedadenn e oa, ne gav ket dac’h ? Neuze e tivizas mont d’ar Mezozoeg. Ha honnezh da lakat loc’h en he c’haftierenn, gouez dezhi, ha war-raok, pe war-souz kentoc’h, betek ar Juraseg uhel. Lavaret ’meus c’hoazh n’eo ket didorr ober roud ha kailhosat dre an amzer dremenet ; gwall galet e oa hec’h azezenn houarn ha bloñset e voe he faourkaezh penn a-dreñv gant ar milvejoù o tibunañ. Pa’n em gavas e penn he hent e taole he mekanik aezhenn domm ha moged tev ken a foeltre. Chom a reas neuze da verat he c’higennoù tazonet da c’hortoz ar vougasenn da sevel. A-benn neuze e taolas un sell en-dro dezhi. Dindan skeud glas-teñval ar gwez-raden e oa hag a-dreuz o delioù troc’h-didroc’h e spurmante barradur ur wezenn-araokaria bennaket. Pegen brav bale ’ba ar c’hoad-mañ ha pegen plijus soñjal e oa-hi an hini gentañ-tout o taol he zreid eno hag o taol he daoulagad war furmioù buhez an amzer-se : amañ hag ahont, plant a bep sort, kelien munut o troidellat ha balafenned-noz o koach ’ba plegoù ruskenn ar c’hefioù ; pelloc’h, ur milkraban tost d’ur metr hirder war glask kentbronneged da bloupañ – evuruzamant e oa he botoù surentez en he zreid. Chom a reas ur pennad e-mesk ar gwez, mann ’met evit ar blijadur da dilerc’hañ ar c’houlz da vont d’esklammiñ deus ar pezh a oa deuet da welet : ramzed ar Juraseg. A-benn ar fin, pa voe ouzhpenn dezhi gortoz muioc’h, ec’h eas gant ar grapenn betek penn moal an dosenn a save pelloc’hik. Pa difoupas deus dindan ar gwez e voe gwall estonet, ha desped ’doe ivez, ret eo lavaret, o welet e oa un den eno dija. A-boan e voe ma sellas ar paotr dionti bepred ha mont a reas Pélagie ar C’hwerv un tamm larkoc’h da sellet deus an allosaored o tebriñ kelan unan anezhe lazhet gant ur stegosaor, deus ur gamptosaorez o c’horiñ hec’h uoù, deus an nanosaored o lipat chetadur ar brakiosaor. A-daol-trumm e voe tennet deus he batadenn gant trouz kammajoù o nesaat. Ur paotr all e oa. Fidedoulle, pegen daremprejet eo ar Juraseg uhel memes tra. Gwisket e oa ar paotr gant dilhad iskis livioù flamm-flimmin. Ur minc’hoarzh frank hag onest a dreuze e fas. Astenn a rae e dorn evit saludiñ anezhi. Da neuze e taolas pled Pélagie ar C’hwerv ne oa ket ar paotr kentañ aze ken hag un enkrez dispis a weas he bouzelloù. Hep stardañ dorn astennet paotr e dilhad marellet e taoulampas etrenek ar c’hoad hag e tiskennas an dosenn dre c’halomp, ken fonnus ken e pakas ur jaoustennad, unan ouesk me ’lâr dac’h, gant gwrizioù ar raden. Adsevel a reas en he sav ha redek war washaat peogwir e kleve c’hwistelladennoù ha sklokadennoù o tregerniñ ’ba ar c’hoad. Re diwezhat ec’h arrias en traoñ : o vont diwar wel e oa he mekanik. Nompas siwazhiñ na jezusal ’hat : skeiñ a reas war-du beg an dosenn en-dro hep kontañ daou na tri.

Günter Toullarc’hoad a oa bet ganet d’an dregont a viz Gwengolo daou vil tri c’hant daou ha tregont ’ba Roazhon-Nevez, Europa-ar-Mor. Ur paotr digourdi e oa peogwir e oa bet kat da vont e-unan da eizh miz hag e c’her kentañ – « fenomenologiezh » – a oa deuet dezhañ pa ne oa ket krog en e bevarzek miz c’hoazh. E vamm a oa ur vatematikourez teorikel, e dad a oa ur sportour brudet, ha dispenn a reas roudoù an eil kement ha roudoù eben. Preder a lake en e vens sana koulz hag en e gorpore sano hag ur vuhez deus ar yac’husañ a renas neuze : embregerezh-korf ha labourioù-dorn deus ar beure, matematik ha prederouriezh goude-merenn, ur c’hrogad qi-gong d’abardaez, legumaj dre dour ha leguminegezh da goan ha mont da gousket abred. Un deiz e oa o troadikellat gwashañ m’halle war e varc’h-houarn pa deuas ur soñj dezhañ evel ul luc’hedenn. Pleustriñ a reas war ar fed-mañ : e-lec’h soñjal e oa o vont war-raok gant an hent ec’h empentas e oa an hent an hini a oa o vont war-souz, jechet gant rojoù e velo, tra ma chome-eñ er memes lec’h. Ma oa gwir kement-se er spas, daoust hag-eñ e c’hallje talvout en amzer ivez ? Diwar neuze e terc’has gant e vuhez urzhiet-mat met n’halle ket ankouaat ar vartezeadenn ’na graet. Stagañ a reas da studial aketus keal an amzer ha lenn a reas kement levr a oa bet skrivet war ar sujed-se gant filozofourien, istorourien ha fizikourien. Hir ha tenn e voe al labour met biskoazh ne diskourajas na ne skuizhas kar pasianted ha nerzh-kalon ’na abaoe e noad tenerañ. Hag a-benn fin ar gont, goude bloavezhiadoù prederiañ, jediñ hag arnodiñ, e oa prest e vekanik da veajiñ en amzer : ur marc’h-houarn hag a c’halle e rojoù jechañ an amzer war-gil. Neuze e wiskas Günter Toullarc’hoad, stad en ennañ hag un tamm esmae ivez, e dilhad sport fluo nevez-prenet evit an deiz-se. Ne chome ket dezhañ ’met gaoliata an dibr ha kemer penn hent an hoaladoù hag an eonoù. Pa waskas war e droadikelloù e ouie end-eeun pelec’h e oa o vont : fell a rae dezhañ mont da welet ar Big Bang hag arvestal deus ganidigezh hom Hollved. Goude un hir a veaj, evuruzamant, en em gavas faezh evel n’onn ket petra, daoust d’e nerzh-korf dibar. Tanailhet e oa e divhar, krog ar berv en enne, ha ret e voe dezhañ aretiñ. Lavaret ’meus « evuruzamant » kar n’on ket sur e vefe gwall gevannezus mare ar Big Bang evit an dud kig-ha-gwad eveltomp. Hervez ar c’hadranoù a oa stag deus barrenn-stur e velo e oa arriet er bloaz kant nav milion ha daou-ugent seizh kant trizek mil ha tri-ugent nav c’hant seizh vloaz ha daou-ugent a-raok J.K. Neuze e sellas en-dro dezhañ. En ur c’hoad bras e oa, e-mesk bodoù raden ramz glas-kaer. A-us d’e benn e wele trolinenn un dosenn hag a glee bezañ danvez ur sell deus he lein. Sevel a reas ar c’hrav d’an drot. Ur souezhadenn war-vad a c’hortoze anezhañ e krec’h : ustoc’h evitañ a oa o veajiñ en amzer. Ur vaouez a oa war an dosenn o sellet deus an trowardroioù, stumm ur vicherourez warni evel micherourezed an dispac’h industriel ’na gwelet en e levrioù. Ma’c’h eas etrenek dezhi, astennet e dorn, evit ober anaoudegezh. C’hoant bras ’na da c’houzout hiroc’h diwar he fenn : deus pegoulz e oa deuet ? Penaos ’da savet he mekanik ? Nag a gaozeadennoù sklêrijennus a c’hallje ober ganti ! Pa glevas anezhañ o tostaat e reas ar plac’h ur sailh bihan dre spont hag e chomas war he c’hemend-all dirakañ, pezhioù daoulagad skoelf dezhi. A-greiz-tout e laoskas honnezh ur griadenn vihan ha skeltr ha poz he dorn war he genoù evel enkrezet da vat. Ha hi kuit ’ba ar c’hoad evel ur c’hi difelc’het ha lezel Günter Toullarc’hoad war he lerc’h e-unan-penn. Ne badas ket re bell dipit ar paotr ha pa taolas ur sell war ar vro en em lavaras ne oa ket ken fall-se, e-lec’h gwelet an Darzhadenn veur, kaout un abadenn blijadur dirak arvest ar stegosaored, ar c’hamptosaored, an allosaored, an nanosaored, kousket-tout o koazhañ o boued. Betek ar pterodaktiloided en oabl a sorenne, douget flour gant an aezhennoù klouar. Tennet e voe deus e gontemplasion gant guchadennoù ar vicherourez oc’h addont war he c’hiz da gavout anezhañ. Da gentañ-penn ’na bet poan oc’h intent ar pezh a oa o vesteodiñ, kar enervet-spontus e oa-hi hag e kaozee re brim, met a-benn ar fin e komprenas e oa bet laeret dezhi he mekanik da veajiñ en amzer ha ’da ezhomm bras da welet anezhañ o sikour anezhi. Paotr mat e oa Günter Toullarc’hoad hag en degouezhioù a-sort-se ne oa ket ezhomm da freuzañ e roched evit jechañ evezh e vadelezh. Ambroug a reas ar plac’h dizesperet betek e varc’h-houarn neuze, en ur lavaret d’e dog e oa un ide vat bezañ laket plas a-walc’h da daou den warnañ. Met diouzhtu evel e welas Pélagie ar C’hwerv belo ar paotr e lampas warni hag e troadikellas gant ar foeltr ken e tisparesas ’ba an amzer d’he zro. Ma, a soñjas Günter Toullarc’hoad, ret e vije dezhañ dreistvevañ e-unan ’ba ar c’hoajoù diwar neuze. Ne voe ket souezhet o’n em rentañ kont ne displije ket ar soñj-se dezhañ : gouzout a ouie ober tan gant bodoù koad, kat e oa d’anavezout ar plant mat deus ar plant pistrius hag akuit e oa da grapat ’ba ar gwez, memes ’ba ar reoù ’deaint ket brankoù izel. Un avantur nevez kwida, da c’hortoz ken e teuje ar plac’h da restaol e velo dezhañ. Hag eñ da stagañ ganti. Evel-se ’na kavet fred betek fin an devezh : serriñ kraoñ-sikaz, trempañ anezhe abalamour dezhe da diskargañ o bulum, malañ anezhe etre daou vin plat ha poazhat kaletezennoù diwar ar bleud, asambles gant rizomoù raden, bras evel orañjez, war ur glaouijennad tan taouarc’h. Sell aze ur goan deus ar c’hentañ ’hat, dirak bannoù diwezhañ heol ar Juraseg o vont da guzh. Petra d’ober ken neuze, ’met kordañ tijennoù raden-ramz asambles, hag hom faotr da vont d’ar Roc’h en e wele-skourr nevez-flamm e-pign deus ur wezenn degemerus.

An itron Maelduina Elesbed Malane a oa bet ganet d’an trizekvet a viz Genver er bloaz unnek kant daouzek ha tri-ugent ’ba rouantelezh ar roue devot-meurbet Loeiz VII. He zud a oa estrañjourien nobl deuet da glask repu e lez he zad-kaer, an aotrou Malane. A-hed ar bloazioù e oa savet mignoniezh bras etre an aotrou hag e herberc’hidi. Dre e oa ganet ar plac’h vihan d’ar memes deiz ha mab an aotrou kozh e oa bet laket e teujent da vezañ priejoù pa’c’h arrije ar c’houlz. Da c’hortoz eureujiñ e kreskas an daou vugel asambles hag e voe desket d’an eil koulz ha d’egile manial an armoù ha marc’hegañ. Mallozh Doue gar dezhi ne vije chomet an dimezell Maelduina Elesbed ’ba ar c’hastell o wriat pe o kanañ pa’c’h ae danvez he den d’ebatal gant klezeoù ledan ha freilhoù ponner. Meur a wech, zo kaeroc’h, e kemeras honnezh he c’hreñv warnañ e-skeud pleustriñ war an arm-mañ-’n-arm. Kontant e vije ar paotr yaouank neuze pa’n em gave tintet war lein e gein war an douar, moustret e gorf gant korf fetis an dieurenn a oa o terc’hen ul lavnenn just dirak e gorzailhenn. Plij a rae dezhañ gwelet dir war fas e wreg da vezañ. Da neuze e vije c’hoarzhadeg. C’hoarzhadeg ne voe ket, maluruzamant, gant deiz o eured. E Santelezh ar pab Gregor VIII ’na galvet ar bed kristen d’an deiret kroaziadeg daou vloaz kentoc’h hag ar paourkaezh gwaz nevez a voe ret dezhañ, antronoz beure, kemer ar groaz ha penn an hent asambles gant armeoù ar C’hornôg da vont da adkemer Jeruzalem digant krabanoù ar baianed. An itron Maelduina Elesbed Malane, he haobert en-dro dezhi dija, hast ganti da lakat dir en avel, a voe ret-mat dezhi chom er gêr koulskoude kar an Iliz Santel a difenne d’ar merc’hed mont da vrezeliñ. Jeruzalem ne voe ket kemeret, buhez he den ne lavaran ket. Diwar an deiz ma oa kemennet dezhi e oa kouezhet he muiañ-karet dirak mogerioù Sant-Yann-Akr e vagas droukrañs ha melkoni en he c’hreizon ha pa glevas ar c’halvadenn d’ar bederet kroaziadeg ec’h eas direkamant da Rom da c’houll gant e Santelezh ar pab Inosant III e laoskje anezhi da vont da’n em gannañ en Douar Santel, mar plij. Feiz, n’on ket sur ec’h eo « mar plij » a oa deuet ganti ha pa vo lavaret lipr ar wirionez ec’h arrias gant he sae-houarn, he zok-houarn hag he c’hleze noazh dirak ar pab a roas e vennozh dezhi diouzhtu, hep termal met pas hep krenañ. Ma c’hallas an itron Maelduina Elesbed Malane mont d’ar bederet, d’ar bempet ha d’ar c’hwec’het kroaziadeg. Ne gemeras ket amzer da druantal na da ouelañ ’ba Sant-Yann-Akr ’hat, na neblec’h all ebet en Douar Santel, ha pa retornas aleshont e oa lufr war hec’h anv, gwad paianed war houarn he sae ha kleizhennoù a-leizh a-dreuz he bizaj. En em dennañ a reas ’ba kastell Malane lec’h e vevas bloavezhioù o tougen kañv d’an hini ’na roet e anv hag e annez dezhi. Un deiz e oa o vale war hent-ged he c’hastell, beuzet he spered en amzer dremenet, pa c’hoarvezas darvoudoù hag a vije memoret war-lerc’h evel mojennoù. En tu all da douflezioù he demeurañs e remerkas un astez kased bras, difluket deus neblec’h. Un dra vev a oa e-barzh, bev-buhezek peogwir e fiñve a-stroñs kostezioù ar voest. Lak a reas an itron Maelduina Elesbed Malane diskenn ar pont-gwint ha tostaat a reas. Tapet ’da krog en he c’hleze gant he daou dorn kar sur e oa e oa sorseraj en afer-se, hini du, nigromañs mac’hat. Un drouz ifern a deue deus ar c’hased, taolioù rust ha blejadennoù evel reoù un arzh konnaret. A-greiz ar C’hirie Eleison-se e krevas kostezioù ar voest ha sortial a reas un euzhadenn rukunus hag arajet, skilfoù hir dezhi evel filzier ha dent evel kontelloù. Un aerouant. Savet ’da ar varc’hegez he c’hleze ’ba ar vann. Deus ’ta, mevel an Diaoul, ma kasin ac’hanout en-dro da’z mestr, tad an orgouilh hag ar gaou. N’eo ket te a vo kat da daol spont war unan ha ’deus treuzet an tan ha neuiet er gwad dirak ramparzhioù Jeruzalem – ha gwastet ruioù ha palezioù Konstantinopolis ivez, met tavomp war se. O’n em sellet e oant o-div, a-dal an eil d’eben : Rosita an Danteg a laoske krozadennoù bouzarus pezh a ouie, divarc’het un tamm memes tra o welet unan na dec’he ket diraki ; an itron Maelduina Elesbed Malane, start war he c’hilhoroù en nesped d’he noad, a derc’he mort da droad he c’hleze. Arri e oa dare hom div gadourez da skeiñ evit lazhañ pa voe klevet un dodion c’hwistelladennoù ha sklokadennoù ha ma teuas war wel ur pezh mekanik bouzellaouek hag a dislonke forzh moged. E-mesk ar bouilhajoù aezhenn-dour e oa un den. Goude an aerouant, un droukspered. Ne oa ket ezhomm da glask tro da diverrañ, an Apokalips an hini a oa o tegouezhet, « tan, ha moged, ha soufr », met ne grenas ket dorn ar varc’hegez evit-se. A-raok pleal gant ar skeudenn ifern e oa ret ober e jeu d’an aerouant a oa bet distroet e evezh gant ar mekanik nevez-deuet. Choukañ a reas he lavnenn e-barzh geol al loen betek ar wardenn. Evel-se e tremenas Rosita an Danteg, Doue d’he fardono, an dinosaorez kentañ ha ’merti o taol troad en amzervezh kristen. Ne oa ket astennet honnezh a-hed he c’horf war blad an douar c’hoazh ma oa disac’het he c’hleze dija gant ar vaouez dichadennet na voe ket pell oc’h ober gaol etrenek an droukspered, e-sell da baskañ dir dezhañ ivez. Neuze ne chomas ket William Poazhevara da c’houll ganti pet eur e oa, me ’lâr dac’h. Kemer a reas an tec’h en ur lezel ar mekanik tuellennaouek dindan taolioù fuloret ar geben. Met a-greiz galompat e voe ruilhet hom faotr gant un dra ’na ket gwelet o tont : ur velo hag a gouezhas diwarni ar plac’h a oa war an dosenn er Juraseg. Badaouet e chomjont o-daou un tamm met a-benn neuze ’hat ec’h arrie eben, plac’h he c’hleze noazh, en ur huchal luganioù brezel. Ne oa ket amzer da goll : lampat a reas Pélagie ar C’hwerv war he zreid, adsevel he belo, treiñ anezhi deus an tu all, krapat warni ha komañs troadikellat deus he gwashañ hep taol an disterañ sell war-dreñv. William Poazhevara, deuet d’e veiz en-dro ivez, a sailhas adreki war an doug-samm ha ne skoas lavnenn wadek ar varc’hegez ’met ur rod hanter-dispareset dija. Drailhet-naet e oa bet ar rod memes tra hag e-se n’hallas ket ar velo mont gwall bell ’ba an amzer hag ec’h aretas war-dro pevar-ugent vloaz abretoc’h, foeltret da vat. Mezvezennet, imobiet gant ar from e oant, souchet an eil deus eben hep gouzout dezhe. Santout a rae Pélagie ar C’hwerv alan ar paotr en he gouzoug hag e galon o talmiñ a-unan gant he hini. Peñseet e oant en amzer hep distro, met saovetaet ’deaint o buhez, ar pezh a oa un dra bennaket memes tra. En tu all d’an torkad fuaj lec’h e oant kouezhet e plome ar c’hastell-kreñv, sonn ha lorc’hus, ha mont a rejont dorn-ha-dorn da c’houll digor eno war-digarez ur siklezon bennaket. An aotrou Malane gozh a roas bod, boued ha mignoniaj dezhe a-galon-vat hag a-vriad-kaer. Un toullad bloazioù war-lerc’h e nije an aotrou gant al levenez : d’ar memes deiz ma oa bet ganet ur mab dezhañ gant e bried, an itron Malane, e oa kresket an dud gant e vignoned ivez. Ur verc’h e oa. « Peseurt anv a vo laket ? » ’na goullet gante. « Elesbed, » a respontas an tad. « Maelduina, » a respontas ar vamm.

Ujen an Danteg a oa bet tennet trumm deus e u d’ar c’hwec’h warn-ugent a viz Even kant nav milion ha daou-ugent seizh kant trizek mil ha tri-ugent nav c’hant daouzek vloaz a-raok H.S. ’ba Laorazia. Ur mal fosterovenator e oa, hantervreur da Rosita an Danteg. Lavaret a ran e oa he hantervreur ha koulskoude ’deaint ar memes tad hag ar memes mamm. Met an deiz-se e oa bet debret gant Rosita an holl uoù a oa ’ba an neizh, soñj ’peus ? Hini Ujen a oa an hini diwezhañ hag a-benn neuze ’da ket naon e c’hoar kement-se ken ha ’da ket debret ’met an hanter deus an u ha deus ar pezh a oa e-barzh : aet e oa ganti ur c’har hag ur vrec’h deus Ujen hag un tamm mat deus ar c’hroc’hen, ar c’hig hag an eskern a oa deus un tu dezhañ betek e lagad. Goude-se e oa aet Rosita da vevañ he buhez preizherez, betek pell a-walc’h alese evel ’meump gwelet, ha manet e oa an hanter Ujen e-unan ’ba an neizh. Penaos ’na gallet ren ? Da c’houzout eo ’hat met bepred zo en em gavas e c’houlioù ha dont a reas e-barzh ku-ha-ka. Ret e voe dezhañ deskiñ mont war droadig-kamm da glask e voued. Ne oa ket kistion gantañ da debriñ kig, fasil eo. Re brim e c’halompe al loened all war o daou pe bevar bav. Ma voe ret dezhañ tremen e naon gant plant ha gwrizioù gouez, bevañs deus an teuc’hañ siwazh. Gwech ha gwech all e wellae e geusteurenn gant ur velc’hwedenn marv ha louedet met n’eo ket gwall vrutal ar meuz-se, evel a oarit ma ’peus tañvaet ar sort-se c’hoazh. Evel-se e c’hallas kreskiñ tamm-ha-tamm memes tra ha ne voe ket re valurus-holl e reuz war an tamm douar patatez-mañ a-benn fin ar gont. Ar stek ’na da’n em dizober deus ar preizherien : pa wele un allosaor oc’h arriet ec’h ae en e c’hourvez war an douar, e du mac’hagnet war-grec’h, ha neuze ec’h ae an debrer-kig en e dro peogwir e soñje dezhañ ne oa ket ’met ur c’hozh gagn o kuzumiñ ha ne oa ket din dezhañ. Pa’c’h arrie debrerien-gagnoù, er c’hontrefed, e chome en e sav ha diskouel a rae e du mat dezhe en ur skrignal e dent. Ne dostae ket ar re-se neuze peogwir ne ouient ket ne oa ket ur fosterovenator en e bezh ha neuze e oa gwelloc’h dezhe tremen hep klask afer diontañ. Ur beurevezh e oa Ujen gaezh o piklampat ’ba ur c’hoad e-harz un dosenn, war glask broñsoù tener e-mesk ar raden hag an araokaria. Berr ar peuriñ an deiz-se. Goude firbouchañ ha feurdeukat dre-holl e remerkas un dra iskis etre ar c’hefioù. Hag eñ da dostaat. Chekon ma Doue ! Brasañ broñsenn ’na bet gwelet biskoazh ! A-vent e oa gantañ kazi, kement ha broñsoù e hunvreoù, peadra d’ober ur pred deus ar c’hentañ. E-pign deus ur wezenn e oa ar pezh broñsenn-se, a-geñver d’e fronell ’merti, dudius he frond ha blizin da welet gant he livioù dianav, livioù flamm-flimmin ken e luche hom dinosaor marnaoniet dionte. Krog e oa e hanter c’henoù da didourennañ, evel-just, ’peus ket ezhomm da c’houll. Astenn a reas e c’houzoug treut ha diframmañ a reas ur begad bras en un taol gant e hanter rastell-dent, c’hagn. Flouret e voe e deod gant an tamm a diskennas goude-se en e gorzailhenn, gorrek ha c’hwek. Bamet e voe gant ar blaz. Pegen saourus, pegen jugonus, pitoiapl. An eil begad a roas kemend-all a blijadur dezhañ, hag ar reoù all da-heul ivez. Pebezh friko !

Riwal Georgelin, miz Du 2025, CC-BY-NC-ND